Mont d’an endalc’had

Glin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Daoulin)
S. D. G.[1] ur glin
He�veldra, blivet

Ar glin eo an div genvell a liamm eskern ar vorzhed ouzh re ar c'har : an eil etre askorn ar vorzhed hag ar skin, eben etre askorn ar vorzhed hag ar padelleg, an askorn balirek a anver penn-glin ivez. Brasa� kenvell korf an den eo ar glin.

Aesaet eo fi�vo� ar c'har gant ar glin, dre ma pleg d'he c'has war-dre�v betek kil ar vorzhed ; ne c'hall ket ar glin kas ar c'har war-raok ker pell avat, un nebeud kantimetro� hepken. Gouest eo ar glin da drei� un tammig, muioc'h war tu-dastum an troad (war-du ar gaol) eget war e du-skarzh (war-du an diavaez).

Brastresadenn ur glin

  1. Kigenn befarfennek
  2. Askorn morzhed
  3. Migorn kenvell
  4. Skodenn-gostez
  5. Stagell groaziet diadre�v
  6. Stagell groaziet diaraok
  7. Stagell gengostez ar spilhenn
  8. Spilhenn
  9. Stiren ar gigenn bevarfennek
  10. Padelleg
  11. Stagell gengostezel ar skin
  12. Kreskenn genvella�
  13. Stirenn ar padelleg
  14. Skin

Daoulinañ, pe c'hoazh penndaoulinañ a ra an den pa laka e bennoù-glin war al leur kentoc'h eget chom war-sav war e zaoudroad, pe azezañ. Bez' e c'hall glinañ ivez, da lavaret eo lakaat ur penn-glin hepken war al leur.

En diavaez d'ar redi evit labour pe labour e vez an daoulinañ un arouez a sujidigezh : e lod relijionoù e taouliner evit pediñ un doue.

E lod skolioù e veze ar c'hiz lakaat ar vugale da zaoulinañ pa vezent lakaet e pinijenn. Darn a veze lakaet da zaoulinañ war ur reolenn a-benn m'o devije poan d'o fennoù-glin.

  1. Skeudenn dre zasson gwarellel.
  2. Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines ISBN 978-2-35678-069-0


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger glin er
wikeriadur, ar geriadur frank.